Kaoter Gundestrup

Kaoter Gundestrup
Trolinenn

Kaoter Gundestrup zo ul lestr arc'hant, eus oadvezh La Tène, etre ar c'hentañ hag an eil kantved kent JK, a voe kavet e 1891 en un daouarc'heg, e-kichenik Gundestrup, e parrez Aars en Himmerland, e Danmark hag a weler hiriv en Mirdi Broadel Danmark e Kopenhagen. Ur skouerenn all zo bet graet anezhi da ziskouez e Mirdi Gall-roman Fourvière, e Lyon, e Bro-C'hall.

Graet eo gant 13 plakenn arc'hant, 12 anezho kinklet kaer, hag unan all a zo kelc'hiek en diaz anezhi. Kinkladurioù diavaez ar gaoter a ziskouez doueed kelt ha lidoù dezho. Abalamour da se, ha da vent al lestr, 69 cm treuz, 42 uhelder, e soñjer e oa bet graet evit aberzhoù relijiel.



From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy